Rann eus | Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika |
---|---|
Stad | Stadoù-Unanet |
E tiriad | Charleston County |
Lec'h | Fort Sumter |
Daveennoù douaroniel | 32°45′9″N 79°52′30″W |
Deiziad | 1861 |
Deiziad kregiñ | 12 Ebr 1861 |
Deiziad echuiñ | 14 Ebr 1861 |
Emgann Fort Sumter (saozneg: The Battle of Fort Sumter) a vez graet eus bombezadeg Fort Sumter e-kichen Charleston, South Carolina gant nerzhioù Lu Stadoù Kengevreet Amerika, etre an 12 hag ar 14 a viz Ebrel 1861.
An Union Army a respontas d'an dagadenn dre kanoliañ e enebourien, krog e oa da vat Brezel diabarzh Stadoù-Unanet Amerika. Goude ma vefe bet embannet disentez seizh Stad eus ar Su, South Carolina a c'houlennas e vefe kilet gant an Union Army ha dilaosket ar savadurioù milourel e porzh Charleston. D'ar 26 a viz Kerzu 1860, ar Major Robert Anderson eus an Union Army en devoa kilet e bagadoù soudard eus Fort Moultrie war enezenn Sullivan Island etrezek Fort Sumter,ur c'hreñvlec'h galloudusoc'h savet war un enezenn e-tal porzh Charleston. Dre al lec'h-se an Union Army a oa mestr war piv ha petra a c'helle mont-ha-dont eus ar porzh.
Ar prezidant James Buchanan en devoa klasket dafariñ Anderson dre implij ur vag trevour kenwerzh dizarmet using Star of the West met ur c'hwitadenn e voe dre ma voe tennet warnañ gant kanolioù kengevreet arvorel d'an 9 a viz Genver 1861. Pennoù bras South Carolina a grabanatas holl frammoù an Unaniezh e Charleston nemet Fort Sumter.
E-pad mizioù kentañ ar bloavezh 1861, e oa muioc'h-mui ur sez o vezañ lakaet war Fort Sumter. E miz Meurzh, ar Brigader jeneral P. G. T. Beauregard, ar c'hentañ ofiser a renk a jeneral el lu nevez aozet kengevreet a voe lakaet e-penn an holl nerzhioù kengevreet e Charleston. Beauregard gant nerzh a lakas an holl kanolioù e Charleston da vezañ lakaet war-zu Port Sumter. An doareoù-bevañ er c'hreñvlec'h a oa o vont war fallaat, mankout a rae boued, soudarded, dafar.
Dafariñ Fort Sumter a oa deuet da vezañ ar gudenn pennañ evit ar prezidant nevez Abraham Lincoln ur wech dilennet d'ar 6 a viz Du 1860. Goulenn a reas ar prezidant nevez da gouarnour South Carolina, Francis W. Pickens da laoskel ar bigi dafariñ da dizhout ar c'hreñvlec'h. Ar respont a voe un ultimatum a-berzh gouarnamant Stadoù Kengevreet Amerika o c'houlenn dilaosk Fort Sumter. Ar Major Anderson a nac'has.
D'an 12 a viz Ebrel 1861 da 4:30 goude merenn, an arme kengevreet a oa krog da vombeziñ ar c'hreñvlec'h. Implijet e oa ganto kanolioù arvorel Charleston. Respontet e voe gant gwarnizon an Union Army, memes ma oant kalz gwanoc'h a-fed kanolierezh. Goude un eskemm tennoù a badas 34 eurvezh, ar Major Anderson a savas a-du gant goulenn ar re kengevreet. Ne oa bet lazhet den ebet e-pad an emgann. E-pad lid dilaosk ar c'hreñvlec'h d'ar 14 a viz Ebrel, ur c'hanol a darzhas hag a lazhas daou soudard eus an Unaniezh.
Goude an emgann e voe harp eus an daou du evit mont pelloc'h gant an emgannoù. Lincoln a c'houlennas 75000 soudard a youl vat evit mougañ an emsavidi, peder Stad ouzhpenn a embannas o dilez diouzh an Unaniezh ha mont gant ar re Kengevreet. Ar Brezel diabarzh drastus a oa kroget da vat.